Skype e Brezhoneg
7 miz zo em boa troet Skype e brezhoneg. Un tamm mat a vrud a oa bet da-heul, kement ha nominet e oan bet gant F3 evit bezañ Breizhad ar Bloaz 2006 ! Biskoazh c'hoazh, n'eo ket aet ar maout ganin met n'eo ket strikt, plijadur a ra d'an den atav.

Diskouez a ra eo deuet an dud da vezañ emskiantekoc'h eus ar pouez zo gant an teknologiezhioù Nevez en hor buhezig pemdez. Emskiantekoc'h ivez e rank ar brezhoneg ober ar striv d'en em lakaat a-live gant yezhoù bras ar bed mar fell dezhañ kenderc'hel da vevañ e dammig buhez e-doug ar c'hantved-mañ da nebeutañ.
Derc'hel da nevesaat
Abaoe 7 miz neuze e kendalc'han da nevesaat, kempenn, digammañ, difaziañ, kribat ha klokaat an droidigezh. Gant ar stumm beta 3.2 emeur degouezhet bremañ. Da bellgargañ amañ. Ar pezh a ra penaos, e bed ar meziantoù, ar pep diaesañ n'eo ket treiñ eo, daoust pegen bras e c'hall bezañ ar striv evit dont a-benn da lonkañ kement a linennoù skrid arabadus. An dalc'h eo bezañ gouest da ginnig ingal stummoù nevesaet eus pep meziant troet. Dre vras e teu er-maez ur stumm nevez eus Skype bep miz ! Hag ar pezh zo gwir gant Skype zo ken gwir all evit forzh peseurt meziant zo war ar marc'had.
Implijerien
E-tro 200 a dud o deus pellgarget Skype e brezhoneg hag un nebeud degadoù a dud a gendalc'h da bellgargañ ingal an nevezadurioù e brezhoneg (tud ampartik war an urzhiataerezh kentoc'h moarvat). 200 a dud, n'eo ket fall rak n'eo ket re aezet an droidigezh da gavout. Da gentañ eo ret
Dister dra evit an hini zo boas d'ober, ur binijenn evit ar re all. Evit poent, siwazh, n'eus ket anv a gaout ar stumm brezhonek kinniget dre ziouer pa bellgarger Skype. N'eus ket re da glemm koulskoude. Katalaniz, Ukrainiz, SLoveniz ha Norvegiz na vez ket graet gwelloc'h outo. Tonket eo ar rummadoù da zont da vezañ divorfiletoc'h war dachenn an urzhiataerezh forzh penaos, n'eus hent all ebet.
Barregezhioù Skype
Talvoudus-kenañ eo Skype, drezañ e c'haller pellgomz e pep lec'h er bed evit netra d'an dud o deus pellgarget Skype ivez, pe marc'had-mat-tre evit ar re all. Flapañ war-eeun gant unan bennak all a c'haller ober ivez hag aozañ emvodoù dre bellgomz gant betek 6 a dud enlinenn war un dro. Ur benveg a-feson eo Skype evit ar Vretoned divroet a c'hall evel-se mirout darempredoù gant ar vro hag o familh. War ar pemdez, evit aozadurioù evel Ofis ar Brezhoneg pe Diwan, ganto kreizennoù e meur a lec'h, eo un doare aes da lakaat koust ar pellgomz da zigreskiñ ivez. Ar vodulenn flap zo emsav-kenañ ivez ha ken mat ha MSN a blij kement d'ar grennarded bremañ.