Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Blog Fulup
Hemañ zo ur blog personel ma klaskin rannañ un nebeud soñjoù... personel

Rummad: Stlenneg

09/10/2007 GMT 1

Mailemotion e brezhoneg

fulup @ 17:15

logo-mailemotion.pngSetu, deuet eo er-maez doare brezhonek Mailemotion, un etrefas web evit kas keleier dre video d'e vignoned. Gant Gael Roblin e oa bet graet war-dro an droidigezh a-raok an hañv ha tro am boa bet d'ober un adlenn d'e labour. Setu aze ur benveg nevez ha plijus ouzhpenn evit ober gant hor yezh. Seurt binvioù a c'hallfe bezañ implijet er skolajoù hag el liseoù a labour war ar c'hleweled hag ar video evit brudañ ar pezh a vez graet ganto. Un tamm dale zo gant ar gevredigezh vrezhonek dre vras evit ar pezh a sell ouzh implij ar video. Salv ma vo broudet an dud da grouiñ video en hor yezh a-drugarez d'al lec'hienn-mañ. Trugarez Gael.

Lec'hienn Mailemotion

07/10/2007 GMT 1

Stummoù nevez evit Skype

fulup @ 14:38

Un tamm dale am boa tapet gant stummoù diwezhañ Skype. Adtapet eo bremañ. Gallout a reer pellgargañ ar stumm 3.5.0.239, an hini diwezhañ
amañ

04/06/2007 GMT 1

Blogañ, Blogiñ, Blogout ha Blogaouiñ

fulup @ 10:59

Setu, miz zo e oa bet lañset Nireblog e brezhoneg. 18 den o deus krouet ur blog war ar savenn abaoe. Laouen-bras on o welet ez eus ur gumuniezh vrezhonek oc'h en em stummañ tamm-ha-tamm en-dro d'ar blogoù ivez. Hiziv ez eus bet ur pennad war pajenn Breizh Ouest-France http://www.ouestfrance.fr/Bretagne_detail.asp?idDOC=412511&idCLA=8619

diwar-benn Nireblog. Emichañs e lakaio tud all da zont d'ober un tro dre amañ hag e vroudo lod da grouiñ o blog ivez. Evit poent ez eus bet savet blogoù personel gant an dud dreist-holl; blogoù warno barzhonegoù, traoù farsus pe burutelladennoù lenn. N'eus ket c'hoazh a vlogoù stroll pe blogoù tematek. Marteze e teuio c'hoant gant unan bennak sevel unan war al lennegezh pe ar politikerezh, blogoù eskemm digor. Un dra vat e vije ivez, me a gav din, gant ma vije unan pe ur skipailhig evit luskañ an traoù.

08/05/2007 GMT 1

Skype

fulup @ 15:43

Skype e Brezhoneg

7 miz zo em boa troet Skype e brezhoneg. Un tamm mat a vrud a oa bet da-heul, kement ha nominet e oan bet gant F3 evit bezañ Breizhad ar Bloaz 2006 ! Biskoazh c'hoazh, n'eo ket aet ar maout ganin met n'eo ket strikt, plijadur a ra d'an den atav.

Taol sell war etrefas Skype e brezhoneg

Diskouez a ra eo deuet an dud da vezañ emskiantekoc'h eus ar pouez zo gant an teknologiezhioù Nevez en hor buhezig pemdez. Emskiantekoc'h ivez e rank ar brezhoneg ober ar striv d'en em lakaat a-live gant yezhoù bras ar bed mar fell dezhañ kenderc'hel da vevañ e dammig buhez e-doug ar c'hantved-mañ da nebeutañ.

Derc'hel da nevesaat

Abaoe 7 miz neuze e kendalc'han da nevesaat, kempenn, digammañ, difaziañ, kribat ha klokaat an droidigezh. Gant ar stumm beta 3.2 emeur degouezhet bremañ. Da bellgargañ amañ. Ar pezh a ra penaos, e bed ar meziantoù, ar pep diaesañ n'eo ket treiñ eo, daoust pegen bras e c'hall bezañ ar striv evit dont a-benn da lonkañ kement a linennoù skrid arabadus. An dalc'h eo bezañ gouest da ginnig ingal stummoù nevesaet eus pep meziant troet. Dre vras e teu er-maez ur stumm nevez eus Skype bep miz ! Hag ar pezh zo gwir gant Skype zo ken gwir all evit forzh peseurt meziant zo war ar marc'had.

Implijerien

E-tro 200 a dud o deus pellgarget Skype e brezhoneg hag un nebeud degadoù a dud a gendalc'h da bellgargañ ingal an nevezadurioù e brezhoneg (tud ampartik war an urzhiataerezh kentoc'h moarvat). 200 a dud, n'eo ket fall rak n'eo ket re aezet an droidigezh da gavout. Da gentañ eo ret

Dister dra evit an hini zo boas d'ober, ur binijenn evit ar re all. Evit poent, siwazh, n'eus ket anv a gaout ar stumm brezhonek kinniget dre ziouer pa bellgarger Skype. N'eus ket re da glemm koulskoude. Katalaniz, Ukrainiz, SLoveniz ha Norvegiz na vez ket graet gwelloc'h outo. Tonket eo ar rummadoù da zont da vezañ divorfiletoc'h war dachenn an urzhiataerezh forzh penaos, n'eus hent all ebet.

Barregezhioù Skype

Talvoudus-kenañ eo Skype, drezañ e c'haller pellgomz e pep lec'h er bed evit netra d'an dud o deus pellgarget Skype ivez, pe marc'had-mat-tre evit ar re all. Flapañ war-eeun gant unan bennak all a c'haller ober ivez hag aozañ emvodoù dre bellgomz gant betek 6 a dud enlinenn war un dro. Ur benveg a-feson eo Skype evit ar Vretoned divroet a c'hall evel-se mirout darempredoù gant ar vro hag o familh. War ar pemdez, evit aozadurioù evel Ofis ar Brezhoneg pe Diwan, ganto kreizennoù e meur a lec'h, eo un doare aes da lakaat koust ar pellgomz da zigreskiñ ivez. Ar vodulenn flap zo emsav-kenañ ivez ha ken mat ha MSN a blij kement d'ar grennarded bremañ.

Mailemotion

fulup @ 14:29

Er mintin-mañ em eus adlennet ha peurlipet troidigezh vrezhonek al lec'hienn mailemotion bet lakaet e brezhoneg gant Gael Roblin eus Skol an Emsav. Ul lec'hienn dalvoudus-kaer eo evit kas videoioù a-vras dre bostel. Ar 7vet yezh a vo kinniget mailemotion enni eo ar brezhoneg hag ar yezh distad nemeti. Un taol kaer. Trugarez vras dit Gael evit al labour a gasez da benn evit kas war-raok ar video brezhonek war ar Genrouedad abaoe un nebeud mizioù. Spi am eus e vo lakaet troidigezh an etrefas da dalvezout fonnus a-walc'h bremañ. Ha chañs vat ha buhez hir da Gwagenn TV.

07/05/2007 GMT 1

Nireblog

fulup @ 11:39

Nireblog.Setu aze ur savenn sevel blogoù aes-kenañ. Abaoe ur frapad mat e oan o klask ul lec'hienn sevel blogoù a ginnigfe un etrefas e brezhoneg. A-benn ar fin ez eus en em gavet ur c'hinnig treiñ d'an Ofis digwener. David González, un Euskarad anezhañ en doa savet ur savenn eus ar c'hentañ abaoe kreiz ar bloaz tremenet ha lakaet en doa en e benn kinnig e lec'hienn er muiañ a yezhoù posupl. O klask tud prest da begañ e-barzh evit lakaat e lec'hienn en o yezh e oa. Profitet em eus eus dibenn-sizhun hir an 8 a viz Mae evit ober al labour. N'on ket bet re bell, e-tro 500 neudennad a oa da dreiñ. Un devezhiad labour hir dre vras, mui un toullad difaziadennoù an deizioù war-lerc'h. Efedus-tre eo bet David, un nebeud eurvezhioù goude da'm zroidigezh bezañ echu e oa peursavet an etrefas brezhoneg. Graet em eus an droidigezh war-eeun enlinenn dre Niretrad, lec'hienn dreiñ Nireblog. Mat-tre eo graet. N'eus nemet en em enrollañ d'ober ha kregiñ ganti, sklaer hag aes. Trugarez David da vezañ kinniget deomp un ostilh a rae diouer ken-ha-ken. Ha peogwir e oan ganti, krouet em eus ur blog, pa ne oan ket e soñj en ober a-raok mont da dreiñ an etrefas !

06/05/2007 GMT 1

Kenskoazell etrebroadel

fulup @ 20:39

Un dra all hag a zo dispar e metoù ar meziantoù frank eo ar c'henskoazell zo etre tud eus pevar c'horn ar bed. Tud dibikous o daoulagad ha talvoudus-kaer alies a c'haller en em harpañ warno evit kas hor yezh war-raok. Soñj am eus, an den kentañ en deus ma broudet, ha goude-se ma sikouret, evit lakaat e brezhoneg MediaWiki, ar meziant a dalvez da etrefas evit lec'hienn Wikipedia, a oa un den eus ar Stadoù-Unanet. Plaenaet en deus evidon an holl grefen teknikel ha prientet din an dachenn evit ma c'hallfen sipañ ma spered gant an droidigezh hepken. Goude-se, pa'm eus bet troet al lec'hienn ma kaver displeget stadegoù Wikipedia dre ar munud eo gant un Izelvroad on bet skoazellet. Bremañ ez eo ur Finnad en deus savet ul lec'hienn evit aesaat treiñ MediaWiki er muiañ a yezhoù posupl ha derc'hel da heuliañ hizivadennoù an etrefas ivez. Ha setu un Euskarad, David González, diouzh e anv, o c'houlenn gant an Ofis azasaat e lec'hienn sevel blogoù, Nireblog e brezhoneg. Dres ar pezh a rae diouer deomp ! Un doare aes da sevel blogoù en hor yezh. War ar Genrouedad ez eus un enepsevenadur oc'h en em zispakañ en-dro da bed ar meziantoù frank. Tu yael ar bedeladur eo. Un "etrebroadel" mod nevez, marteze a-walc'h. Hag ur chañs vras, evidomp-ni, Bretoned.

05/05/2007 GMT 1

Stlenneg ha frankiz

fulup @ 21:33

Ur bam eo gwelet penaos ez eo aet ar meziantoù frank war ziorren er bloavezhioù diwezhañ. Ur chañs digredus eo evit ar yezhoù evel ar brezhoneg. Ur frankiz dispar eo ivez. Ne goust tost netra ober ganto ha gallout a reer azasaat anezho en hor yezh. Kinniget e vez deomp binvioù niverus hag efedus bremañ, kinklet eus ar c'hentañ. N'eus ket da blediñ gant an arc'hant na gant an teknik. N'eus ket da zeskiñ teknikoù luziet ha pounner kennebeut. Biskoazh kemend-all ! Biskoazh en istor ar brezhoneg n'eo bet ken aes embann traoù en hor yezh, war kement danvez zo.

Me a dap an dra-se evel un dae, un taol lagad. Pa soñjer mat, bremañ n'eo ket dav kaout aotre ebet ken evit ober ar pezh hon eus c'hoant. Greomp, deomp war-raok, diskouezomp ez omp bev-buhezek. Pegomp e-barzh bed ar meziantoù frank, troomp ha skrivomp a-zevri, lakaomp hor yezh da vleuñviñ. Diskouezomp hon eus nerzh sevel ha c'hoant mont war-raok. Kalz a draoù zo etre hon daouarn deomp-ni.

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust