Kenskoazell etrebroadel
Un dra all hag a zo dispar e metoù ar meziantoù frank eo ar c'henskoazell zo etre tud eus pevar c'horn ar bed. Tud dibikous o daoulagad ha talvoudus-kaer alies a c'haller en em harpañ warno evit kas hor yezh war-raok. Soñj am eus, an den kentañ en deus ma broudet, ha goude-se ma sikouret, evit lakaat e brezhoneg MediaWiki, ar meziant a dalvez da etrefas evit lec'hienn Wikipedia, a oa un den eus ar Stadoù-Unanet. Plaenaet en deus evidon an holl grefen teknikel ha prientet din an dachenn evit ma c'hallfen sipañ ma spered gant an droidigezh hepken. Goude-se, pa'm eus bet troet al lec'hienn ma kaver displeget stadegoù Wikipedia dre ar munud eo gant un Izelvroad on bet skoazellet. Bremañ ez eo ur Finnad en deus savet ul lec'hienn evit aesaat treiñ MediaWiki er muiañ a yezhoù posupl ha derc'hel da heuliañ hizivadennoù an etrefas ivez. Ha setu un Euskarad, David González, diouzh e anv, o c'houlenn gant an Ofis azasaat e lec'hienn sevel blogoù, Nireblog e brezhoneg. Dres ar pezh a rae diouer deomp ! Un doare aes da sevel blogoù en hor yezh. War ar Genrouedad ez eus un enepsevenadur oc'h en em zispakañ en-dro da bed ar meziantoù frank. Tu yael ar bedeladur eo. Un "etrebroadel" mod nevez, marteze a-walc'h. Hag ur chañs vras, evidomp-ni, Bretoned.

digg it
del.icio.us