Blogañ, Blogiñ, Blogout ha Blogaouiñ
Setu, miz zo e oa bet lañset Nireblog e brezhoneg. 18 den o deus krouet ur blog war ar savenn abaoe. Laouen-bras on o welet ez eus ur gumuniezh vrezhonek oc'h en em stummañ tamm-ha-tamm en-dro d'ar blogoù ivez. Hiziv ez eus bet ur pennad war pajenn Breizh Ouest-France http://www.ouestfrance.fr/Bretagne_detail.asp?idDOC=412511&idCLA=8619
diwar-benn Nireblog. Emichañs e lakaio tud all da zont d'ober un tro dre amañ hag e vroudo lod da grouiñ o blog ivez. Evit poent ez eus bet savet blogoù personel gant an dud dreist-holl; blogoù warno barzhonegoù, traoù farsus pe burutelladennoù lenn. N'eus ket c'hoazh a vlogoù stroll pe blogoù tematek. Marteze e teuio c'hoant gant unan bennak sevel unan war al lennegezh pe ar politikerezh, blogoù eskemm digor. Un dra vat e vije ivez, me a gav din, gant ma vije unan pe ur skipailhig evit luskañ an traoù.

digg it
del.icio.us